Traditional
Ton diwezhañ : Pôtred “Traou-Zulan”
Bout a ra en Traou-Zulan, ur serten tud yaouank
Pe na veint ket war vale, james na veint kontant

D'ar zul 'chaint d'ar pardonioù, d'al lun d'ar voerioù
Avanset 've eur an noz, pe c'haint 'n o ngweleoù

An de' 'alerc'h da voere, ar pôtr na ve ket diw'zat
Da zevel an dud yaouank, dont d'ar park da labourat

Na n'e' ket e labourat e tigasaint o amzer
Konto d'ere ar pardon, botremantet ar voer

Oh met butunat a raint, ya zur 'vel dragoned
Ur montr 've deuz o brikioù, hag ec'h e' tul moget

Me ho ped 'ta tud yaouank, na ret ket fars gant ze
Ka' hennezh so un ti mat, gant tud a galite

Ka' hennezh so un ti mat, ha tud deuz ar c'hlak vraz
Bout a naint ur breu' belek, hag un ell dokteur braz

Un devezh dreist ar re-ell, 'oe oeit an dud da bourmen
Deit a oe ar morc'h en ti, 'vit ober o zrantenn

Met ar morc'h a oe kuruis, ha bet a oent bet c'hoes
Digoret a nivoeint ar pres, ha tourc'hielet ar c'hrampoues

Gweloc'h e' din un tamm bara, troc'het gant ar gontel
'Vit n'e ur bern krampoues kraz, tourc'hielet gant ar porch'iel