Traditional
Porzh ar miraklow
Dedostait kamaraded, dedostait da glewed
War sujed korriganed, kailhed ha mignoned

Ur ganeres deus Karaes, ur bagad kernewaded
Ur soner a kard a hreg, beg bras ha tatouet

Dow soner mod an Awen, ha pell ur gevnidenn
Er vro gall ur vraw a gribenn, hag ur haner brun e benn

Ha hoazh ahont en Are mirer ar meneziow
Deus al Loir-et-Cher e re, ar re-se raont ket ardow

Skarzh a raimp ho peulvianiow, ho tiwskouarn, ho pennow
Barzh ho tier, ni vlejo, ken vo sec'h hol lañchennow

Deuit oll dindan ar stered, kerent ha mignoned
Chomit digor a spered, n’ankouait ket den ebed

Deuit ganimp ha ni gejo g'ar re all en dañs-tro
N'eus ket mur ha n’eus ket to ba porzh ar miraklow