Traditional
Oy ! oy ! oy ! (2017)
Moned a ra an traow da get, teñwel an amser é toned
N'eus ket mui spi barzh hor pennow, doh 'n em bellaad ema ar goulow
Ag ar bed-se ne vennamp ket !

Arru ew Trump barzh an Ti-Gwenn, piw en dehe kredet, alkent
Sañset ema bet dilennet, ha setu eñv er penn ag ar bed
Mezh ew d'ar Stadow Unanet !

Chupas melen so àr e dal, ged an aon é valañsal
Estrañjourion pe paourision, eitoñ n'int ket 'meid amprevan
Pe hir paday, kerzh da ouied !