Traditional
Space galetenn
Donemad, aotrowien, itronesed hag ho re
Hwi iwe, ar re vihan, setu amañ ma rekipe
Donemad, aotrowien, itronesed hag ho re
Pellait ar re vihan, ni neus gwellaet ar rekipe
Kempennit ho listri, ho forn hag ho penwigi

Ha yaw ha yaw ! Tan dehi, faro ba'r gegin
Ha yaw ha yaw ! Tañwait, hwi lâro din

Ewid fardañ katew, kaletes deus Pondaven
Po ezomm a uiow tew, sukr ha bleud hag amanenn
Ewid fardañ katew, kaletes da vadaouenn'
Po ezomm a bennow tew, eostet war ur ganabenn
Ur meudadig holen, hag un tassadig laezh gwenn

Ha yaw ha yaw ! Tan dehi, faro ba'r gegin
Ha yaw ha yaw ! Tañwait, hwi lâro din

Meskit ha merit mad, lakait an toas war ur plad
Lakait er forn ar plad, lakait anezañ da boazhañ mad
Malit ha meskit mad ar hanab 'raog e verad
An amser da hoari ha prest e vimp da zebriñ

Ha yaw ha yaw ! Tan dehi, faro ba'r gegin
Ha yaw ha yaw ! Tañwait, hwi lâro din

Braw ar haletes-mañ, ha kraset-mat o sebran
Mes me gav drol o blas, ne ouian ket petra bass
Ni a gav mad o blas, ni oar mad paetra bass
Ni a sav war ar plass, ha ni a nij er spass
Me glew ar bagadow, ar binow, ar sitariow

Ha yaw ha yaw ! Tan dehi, faro ba'r gegin
Ha yaw ha yaw ! Tañwait, hwi lâro din