Traditional
Ar paotr disoursi
Me a so ur paotr bihan savant ha disoursi
Netra ne blij din gwelloh 'wid mont da hoari toupi

Ober skolig al louarn iwe hoazh a garan
’Wid gouren ha neizheta, hwitellad ha kanañ

Ma chupenn, ma jiletenn a so ganin diheiet
'N tu diaraog deus ma bragow so ganin difoeltret

Graet ganin d'en em bilad dimeus ma hamaradow
Pa vin erru barzh ar gêr, me am mo bazhadow

Hag ar gwer war an tier alies a dorran
Ober profit d’ar gweraer, mignon bras on dezañ

Hoazh e plije din ober gis da m'hamaradow
Hont da hoari chetiñ mein ba beg ar chiminalow

Nag alies 'maes ma hoant, me a vez red din tremen
Ha kousked er-maes en nos, me a ra pinijenn

Gwel' a ran ar jañdarmed ewid doned da m'sponto
Koms rant din deus ar prison, prest visen da m'rento

Med d'antreal en toull-bazh, hemañ zo abredig
Kar amañ so 'r paotr bihan ha n’ew ket gwal- spontig