Traditional
Tamm kreiz
Me 'm eus ur galonig ardant
Na rafen ket evit arc’hant

Evit arc'hant nag evit aour
Na rafen ket ma c'halon baour

D’un ever gwin deus ar re washañ
Am eus roet evit netra

Ret eo din sevel mintin mat
Ha mont d'ar park da labourat

An dud yaouank pa zimezont
Na soñjont ket petra ' reont

Ha krediñ ' ra an dudoù kaezh
A gouezh an aour deus beg ar gwez