Traditional
Menez unan (Pardon Koloreg)
En deiz all ha me ' oa bet e Pardon Koloreg
Me ’m 'a gwelet ma mestrez war skalier ar vered

Ha me mont d'he saludiñ, na ken kaer ’vel ma oa
Me a c'houlas diganti ha dimezet e oa

N'on ket c'hoazh ma servijer, n'on ket c'hoazh dimezet
Met bout on ur fortun vat d'an heni ma c'hemerfe

Me ’m eus er gêr e ti va zad, pevar garr houarnet
Ha kezeg er marchosi kapabl d’o c'harreat

Met pa oan erru eno me ne welen netra
Met ur c’hozh kazh bihan fall ' oa ket 'vit logota

Daouwele a oa ivez, un a bep tu d'an tan
Ar liñselioù ’ oa warne 'oant ket deus ar re voan

Ar liñselioù ' oa warne 'oant ket deus ar re fin
Nozvezh kentañ 'm 'a kousket, 'm 'a kignet ma daoulin

Bremañ me ' cheñcho micher, me ' yelo da rocker
Ha ' lakin war ma gweleoù liñselioù lien kaer