Traditional
Dañs gwadek 2
Selaouit holl hag e glevit ur son a-nevez kompozet
War sujed un den yaouank hag en neus bet ur glac'har
O na kuitaat e vestrez e dad e vamm e c'hoar

Me 'm eus karet fidelament ur plac'h fur ha yaouank
Ha koant dreist an holl verc'hed hep ofañsiñ anezhi
Kement a lec'h e vijen ne garen nemeti

Me 'm eus choazet 'vit mestrez koant ur plac'h fur ha yaouank
O na kened na moian netra na vanko dezhi
O na pebezh plijadur donet d'he c'hoñjoliñ

Met erru eo an avant-garde e-touesk ar baotred vat
O da dennoñ ur bilhed da servijiñ ar roue
O Doue da goñjoloñ neb' degouezho dezhe

Pa 'h an er gambr evit tennoñ me ' sant ma c'halon é krenoñ
Nag ha donet ur soñj din da 'm c'halon ha da 'm spered
Da lâret ' oamp soudarded ha mat em boa soñjet

P' oa degouezhet ar bilhed ganin me ne raen nemet deploriñ
O na gwerc'hez Vari degouezhet ur bilhed ganin
Setu soudard on bremañ evit parrez Logivi